06/10/2023

Un nouveau site web!

  • Site 1
Le site web de la vallée du Canut fait peau neuve
1200px-natura_2000.svg_.png

Laouen evel an heol eo Yannig hiziv. Peadra zo. Emgav en deus roet da Gatell en ostaleri al Labous-Noz da 6 eur.

Bravañ plac'h al lise eo Katell, ha sot eo Yannig ganti. Karout a ra he blev du hir, hag he daoulagad gell-kistin. Ha kement tra a lavar-hi a gav fur, poellek, speredek. Katell a blij dezhañ evel plac'h ebet a-raok.

Pemp eur eo bremañ ha mall zo gant Yannig: a-benn un eur e kejo gant e vignonez muiañ karet ha n'eo ket prest c'hoazh! Ret eo dezhañ hastañ buan!

Da gentañ ez a d'ar sal-gibellañ d'en em walc'hiñ. Goude ur strinkad-dour e skuilh fonnus war e gorf dour c'hwez-vat
« Hoalerezh » ( c'hwi `oar, evit ar baotred a blij d'ar merc'hed). Goude ez a d'e gambr da zibab peseurt dilhad emañ o vont da lakaat.

Etre daou soñj emañ Yannig: gwiskañ e vragoù du gant e roched wenn pe lakaat ur gwiskamant djinn glas penn-da-benn. Diaes an dibab. Goude chom ur pennadig da dreiñ soñjoù en e benn setu graet e venoz: lakaat a raio ar gwiskamant djin gant ar roched wenn.

Pemp eur hanter eo bremañ hag emañ Yannig o kribañ e vlev. Fuloriñ a ra peogwir ne fell ket d'ur gizennad blev reut plegañ hervez e c'hoant. Skuizhañ a ra Yannig goude ur pennadig. Ken skuizh eo aet ma wispon e vlev gant koavon-blev e vreur punk.

A-raok mont er-maez e vroust e zent gant Ar Sklerijenn All, Lufr d'ho tent, ha freskter d'hoc'h anal, an toaz-dent brudet gant ar skinwel.

Prest eo Yannig da vont er-maez. Emañ o lasañ e votoù nevez. Setu ar bellgomz o seniñ. Katell an hini eo. Ne zeuio ket fenoz. Ranket he deus kas he c'hazh da di ar mezeg-loened. Torret eo e bav gant ar paour-kaezh bisig. Ur wech all marteze?

Yannig avat a dorrfe a-walc'h e c'houzoug ivez d'ar bisig bihan kaezh.